Radio Kerne  
Ar radio
Piv omp ni?
Ar Skipailh
An abadennoù
An divskouarn o nijal
Deomp dezhi!
Pop skeud
Tal ar c'hafe
Trouz an tredan
Trouz er gêr
Tud eus ar vro
'Vimp ket gwerzhet
War hentoù Kerne
Eurioù
War eeun
Playlist
Selaou
Dielloù
 
Index > Adadennoù > Tal ar c'hafe
 
Selaouit Radio Kerne war Internet, klikit amañ! [lennerioù all]
 
 

TAL AR C'HAFE

Kafe, te, chokolad, chuk frouezh, pe me oar-me petra c'hoazh... ouzhpenn boued korf zo ezhomm da gaout evit kregiñ mat gant an devezh. Abadenn kentañ an deiz eo Tal ar C'hafe. Kaset e vez da benn gant Gael Morin, bemdez eus al lun d'ar gwener, etre 7e30 ha 9e30.

Reportajoù graet war an dachenn ba bro Gerne, kronikoù war ar yezh pe war al lennegezh kinniget gant tud ampart, kronikoù liorzhañ gant ur jardinerez, kronikoù gant bugale er skolioù, ur pennad-kaoz disheñvel bemdez gant tud eus ar vro ("an atersadennoù") , levrioù, sonerezh, sinema, gouelioù, stajoù pe kinnigoù-labour... boued fonnus ha liesseurt a vez degaset gant ar skipailh.

Lusk a vez roet d'an abadenn ivez gant ar flash keleier kinniget ingal gant Laëtitia Fitamant: da 8e, 8e30 ha 9e. Da 9e10 e kinnig deomp ivez ur gronikenn ispisializet, da c'hoûzout hirroc'h war ar gevredigezh a-vremañ .

Evit echuiñ e vo lâret ur ger ivez war al labour graet gant Gael Hélary evit dibab sonerezh Radio Kerne: ur programm a-feson a vez adkavet e-barzh an holl abadennoù.

Arabat disoñjal: Tal ar C'hafe Sadorn, bep sadorn etre 9e ha 10e15, da selaou en-dro atersadennoù ar sizhun.

Kenweturiañ

 
 
Evit selaou dielloù an abadennoù, klikit amañ!
 
 
 
 
Graet gant Mikael Bodlore-Penlaez ha
Nicolas Gonidec www.antourtan.org
© www.radiokerne.com • 2005-2006
Pep gwir miret strizh Menegoù/lezenn
Gant skoazell:
[Skoazellerien]
 Rannvro BreizhDepartamant Penn-ar-BedAntourtanStaligi comme...  
Radio Kerne 57 straed Laenneg 29710 Ploneiz 02 98 91 05 00 www.radiokerne.com