|

PLADENN
AR MIZ
Miz
Even 2008
Red
Cardell-Banquet de cristal
Ar
boaz eo kinnig ur prof d'an hini a
lid e zeiz-ha-bloaz. Ar c'hontrol
eo amañ: evit e bemzekvet deiz-ha-bloaz
e prof deomp Red Cardell (Jean-Pierre
Riou, Jean-Michel Moal ha Manu Mesko)
pemzek kanaouenn. Goulennet o deus
gant mignoned dezhe, Gérard
Blanchard, Thomas Fersen, Miossec,
Dan ar Braz, Louise Ebrel , Farid
Aït Siameur, Bagad Kerne, ar
vreudeur Guichen, Ronan le Bars...
dibab pep a ganaouenn en o repertoar
evit kempenn anezhe e-giz e faote
dezhe. Kaer ha liesseurt eo an disoc'h...
Miz
Mae 2008
Annie
Ebrel-Roudennoù
War
he fladenn nevez emañ Annie
Ebrel asambles gant ur strollad dic'hortoz
a sonerien vrudet ha barrek kenañ:
Pierrick Hardy (gitar), Olivier Ker
Ourio (armonika) ha Bijan Chemirani
( binviou stekiñ). Kinnig a
reont deomp kanaouennoù hengounel
dibabet kaer ha mesket gant jazz:
setu un dastumad heson a ra deomp
hunvreal.
Miz
Ebrel 2008
Roland Becker-Kanoù en Noz
10vet
maen-korn oberenn sonet Roland Becker
"Kanoù en noz", "Chants
dans la nuit" zo ur meskaj a-feson
etre sonerezhioù hengounel
Breizh, ar jazz hag an tonioù
elektronek. War ar roll: luskoù
saouzanus, nijadennoù ul laz-seniñ,
samploù kanerezed deus ar vro
bet enrollet bloavezhioù zo
(ar c'hoarezed Goadec e Kan Deu),
hep disoñjal ar bombardoù,
ar violoñs, an delenn, an ograoù
Hammond... Da zizoloiñ buan
!
Miz Meurzh 2008
Filifala-Vorona
Ar
miz-mañ e kinnigomp deoc'h
selaou ur bladenn nevez savet gant
ar strollad Filifala: Vorona. Gwriziennoù
ar strollad-se a zo er Su hag ivez
tost ouzh harzhoù Breizh e
Redon, Angers , Naoned... gant un
droiad betek Enez ar Reunion evit
brasañ plijadur ar sonerezh.
Mennegomp izili ar strollad: Roland
Brou (kaner), Dina Rokotomanga (gitar-bout,
kaner), Yannig Noguet (akordeo–s),
Roland Conq (gitar), Jean-Pierre Andrieux
(violoñs). Dañsoù
a-bep seurt 'vo kinniget gante...
Plijadur deoc'h forzh pegement!
Miz Genver-C'hwevrer 2008
Ozan Trio-Koñsert
C'hoant
da gregiñ e-barzh 2008 gant
ur bladenn sebezus ha brav war an
dro ? Selaouit ouzh ar bladenn Koñsert
gant ar strollad Ozan Trio : ur c'haner,
Armel an Hejer, ha daou soner a-feson
: Malo Carvou (flut a-dreuz) ha Bernez
Bizien (gitar). Ar c'hanaouennoù
a deu eus hengoun don Kreiz-Breizh.
Kanet eo gant kalz trivliadoù,
gant emprestoù soutil a-wechoù
da sonerezh Kreiz-Europa. Dibarelezh
ar sonerezh hag ar c'hanaouennoù
mesket ganti a ginnig ur bladenn blijus-tre
da selaou. Un eil bladenn a deuio
er maez diwezhatoc'h e-kerz ar bloaz.
Miz Kerzu 2007
L'écornifleur
- François Pernel
Evit
mont war hor pouezig betek fin ar
bloaz e aliomp deoc'h selaou François
Pernel hag e delennoù. Gouestlet
en deus François Pernel e vuhez
d'ar sonerezh ha d'an delenn. Moaien
'zo da selaou anezhañ war pladennoù
ar strollad Seven Reizh, tomm ouzh
kalon ar Gemperiz. Ouzhpenn seniñ
en un doare plijus -a wechoù
e-unan, a wechoù gant sonerien
all- en deus François Pernel
ijinet un delenn geltiek gant ur skeul-gan
glok, ar pezh a zo aesoc'h evit seniñ
muzik gant skeulioù liesseurt.War
ar bladenn-mañ , "l'écornifleur"
, eo aet François da dapout
(ar pezh a ra un "écornifleur"
) ul lodenn eus e awen e meur a vro
geltiek hag ul lodenn all en e faltazi.
Miz
du 2007
Sans Sommeil
Sans
sommeil (Coop Breizh) zo ur bladenn
savet gant "Régis Huiban
quartet". Gant ar strollad Kof
a kof eo bet brudet Régis Huiban
hag e "vouest an diaoul".
Pell war-zu gwriziennoù o yaouankiz
eo bet ar wech-mañ asambles
gant Philippe Gloaguen (gitar), Julien
le Mentec (gourrebed), Loic Larnicol
(tamboulinoù).Pedet eo bet
ar vuzisianed evit ar bladenn-mañ.
Kregiñ a ra ul lodenn vat eus
an tonioù gant ur pennad enrollet
e-touesk tud eus ar vro hag e talc'h
da vont gant ar pezh o deus ijinet.
Ur album kaer ha plijus da selaou
evit ar re a a soñj dezho bezañ
modern na dalvez ket disonjal an amzer
tremenet.
Miz
gwengolo 2007
Toud' sames - An den dilabour
An
den dilabour eo pladenn ziwezhañ
bet savet gant ar strollad "toud'
sames". Brudet-tre eo an holl
vuzisianed hag ar c'haner Lors Jouin.
Ur souezh eo pegen dous eo ar meskaj
binviji hag int c'hoariet en un doare
soutil-tre : guitar boud, binvioù
taos, fleüt. An testennoù
diwar-benn darvoudoù ar vuhez
a zo don, kaer, leun a furnez hag
a breder.
Miz
gouere 2007
Plantec - A-raok
War
ar bajenn internet da ginnig da strollad
Plantec (gant My Space) e vez diskrivet
e-giz-se ar strollad : Rock keltiek
elektro breizhek. Gwir eo, eo bet
pinvidikaet sonerezh Plantec gant
samploù (M-Kanik) ha gant kan
dreist holl (Mael Lhopiteau). Gwelet
vez mat ur strollad o vont war-raok,
dre hentoù arzel nevez : Gant
ma pado!
Miz genver
2007
Yann-Fañch
Kemener - Dialogues
Tri fal, tri c'hoant a oa ganet e
penn Yann-Fañch Kemener evit
sevel e bladenn ziwezhañ "Dialogues".
Peogwir e oa o krouiñ gant
ar gourrebedour Aldo Ripoche hag ar
sonerez piano Florence Pavie en doa
c'hoant da gemmeskañ o zeir
gwirionez , o zri benveg, o zeir amzer.
C'hoant en doa da lakaat asambles
ar skridoù hag ar c'homzoù,
resister ar sonaozadur, an adskrivañ
ha gwevnder krouadennoù ar
bobl . E-giz-se e soñje dezhañ
gellet sevel un oberiadenn a-vremañ
ha doujus ouzh an holl.
Miz gwengolo
2006
Lammat
Anavezet mat eo Soig Siberil, ur mailh
war ar gitar. Gwelet vez war leurennoù
ar vro abaoe un ugent vloaz bennak.
Blaz e bladenn nevez "lammat"
a zo ur meskaj etre sonerezh akoustek
ha sonioù elektro a-drugarez
da baotred strollad Abstrackt Keal
Agram. Selaouit an Ton "Gollodi"
ha ne veoc'h ket dipitet.
Miz even
2006
Alan Stivell
War
c'horre ar bladenn gentañ warn-ugent
kinniget deomp gant Alan Stivell bar-mare-mañ
e c'heller kaout ur meskaj keltiek,
elektro, ragga, hip hop, ha sonerezh
Reter Europa. Gant samploù
ha loopsoù an elektro diazez-se
e talc'h Alan Stivell da sevel sonerezh,
levezonet mat gant ar bed a-vremañ.
Miz c'hwevrer
2006
Paskal Lamour
Yer
mat, pladenn ziwezhañ Paskal
Lamour a raio deoc'h beajiñ
e-barzh e ved pinvidik-mor, e formulennoù
alchimier : emañ okupet bras
o sevel e Oberenn wenn. Klavieroù,
kan, programoù e urzhiataeroù,
harmonika, gitar-klevet, binvioù
a-bep-seurt mesklet brav gant un awen
dic'hortoz: amañ emañ
rekipe kuzh hor Shaman... Tud a zo
dija a zo bet bamet ha labouret o
deus asambles gant Paskal: Bagad Rosed
Mor, Dom Duff, Ffran May hag Abdou
Kamal.
Miz genver
2006
Awen Magic Land
Pa
'n eus en em gavet Maria Desbordes
(ezel eus al laz-kana Penn-ar-Bed)
ha Carlos Soto (krouer ar strollad
Celtas Cortos) asambles o deus ganet
ar grouadenn vuzik Awen Magic Land.
Kempennet o deus sonerezh ar Broioù
Keltiek, ijinet o deus arajamantoù
nevez d'ober da Vreizh keja-ouzh Bro
Spagn! Da zizoloiñ buan!
|