 AR
RADIO: PIV OMP-NI?
Radio Kerne a zo eus outañ
abaoe 1998. Ur radio e Brezhoneg penn-da-benn
eo hag a vez klevet e Bro-Gerne eus
Kemperle da Vrest war 90.2 MHz, 92.0
ha 97.5 MHz.
Ur programm evit an holl
Kinnig a ra 60 eurvezh abadennoù
e brezhoneg bep sizhun, evit ar re
vras hag ar re vihan. Ur program liesseurt,
gant keleier, reportajoù, kronikoù,
abadennoù farsus, h.a. Al lodenn
vrasañ eus an abadennoù-se
a vez eskemmet pe kenproduet gant
ar radiooù brezhonek all (Arvorig
FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro
Gwened).
Brudet eo he frogramm sonerezh a
lak war wel arzourien ar vro hag a
chom digor war ar bed a-bezh. Ar programm-se
eo a vez implijet gant Arvorig FM
ivez evit al lodenn vrasañ
eus he sonerezh.
Tachenn skignañ

|  |
 |