
AR SKIPAILH
Ur gevredigezh eo Radio Kerne. Ma
faot deoc'h sikour ac'hanomp, kit
e darempred gant ar gevredigezh Migoned
Radio Kerne. Ma faot deoc'h kemer
perzh da vat 'ba buhez ar radio, skrivit
da:
4 implijad a labour leun-amzer evit
Radio Kerne hag 1 evit ar rouedad
radioioù "Brudañ
ha Skignañ". Grit anaoudegezh
gante !
Ur bannig avel foll e-barzh an
ti, gant ar bidoc'hig-se, deuet
eus n'ouzer ket peseurt planedenn:
Lou
ur vouezhig raouliet
un disterañ, da gas ac'hanomp
eus dek eur hanter da greisteiz.
Un tamm fent dic'hortoz e-barzh
he c'hronikoù "pipaolig"
pe people. Goût a ra ivez
reiñ deomp da glevet, an
tadoù kozh faro, ar mammoù
ekolo, ar vugale dirollo, ha sonerezh
elektro. Ha peogwir eo barrek
da zaremprediñ an dud ha
peogwir e plij dezhi mont da zizoleiñ
bedoù nevez e tegas Lou
reportajoù a-feson, ur
wech ar sizhun evit an abadenn
An
Divskouarn o Nijal. An
holl berzhioù mat a zo
ganti a ra dezhi bezañ
kenurzierez ar skipailh ma'g omp. |
Mouezh flour Laëtitia an
hini eo a glevit bep mintin o
kas keleier an abadenn Tal
Ar C'hafe en-dro. Pa vez
lod o tebriñ lein, pe o
kousket c'hoazh (!), e vez Laëtitia
o furchal a-gleiz hag a-zehoù
da reiñ da c'houzout deoc'h
eus ar pezh a zo c'hoarvezet er
vro n'eus ket pell 'zo. Evel-se
e ra ivez evit sevel he c'honikoù
arbennik pemdeziek. Bep sizhun
e kinnig un abadenn War
Hentoù Kerne, ha
ganti an hini eo e vez nevesaet
al lec'hienn-mañ
Ha neuze, petra a vez lâret
? Trugarez! |
Ne vez ket klevet war ar gwagennoù
Labourat a ra kuzh ha didrouz
med a-drugarez dezhañ 'vez
sonerezh dispar hag a bep seurt:
kelc'hgeriadur ar radio an hini
eo, souezhet bras 'vezomp bemdez
gantañ
Lâret
a raio deoc'h n'eo ket aes plijout
d'an holl gant ar sonerezh ho
peus dibabet . Hemañ a
garfe a-walc'h chom eurvezhioù-pad
o tibab sonerezh, trankil en e
gorn mes atav 'vez galvet ar paourkaezh
evit a bep seurt abegoù:
- Gael, an teknik a ya a-dreuz
!
- Gael, sac'het eo ma urzhiataer!
- Gael, n'ouzon ket ober
Setu hep hon teknikour muiañ
karet, Radio Kerne ebet! |
|  |
 |