An divskouarn o nijal  
  Deomp dezhi !  
  Pop skeud  
  Tal ar c'hafe  
  Trouz er gêr  
  Tud eus ar vro  
  'Vimp ket gwerzhet  
  Keleier ar vro  
     
  Rock, blues, reggae...  
     
 
   
Degemer > Ar radio > Ar skipailh

AR SKIPAILH

 
Ur gevredigezh eo Radio Kerne. Ma faot deoc'h sikour ac'hanomp, kit e darempred gant ar gevredigezh Migoned Radio Kerne. Ma faot deoc'h kemer perzh da vat 'ba buhez ar radio, skrivit da:

4 implijad a labour leun-amzer evit Radio Kerne ha 2 evit ar rouedad radioioù "Brudañ ha Skignañ". Grit anaoudegezh gante !

Lou Millour

Ur bannig avel foll e-barzh an ti, gant ar bidoc'hig-se, deuet eus n'ouzer ket peseurt planedenn: Lou… ur vouezhig raouliet un disterañ, da gas ac'hanomp eus dek eur hanter da greisteiz. Fent, lusk ha startijenn ‘vez ganti teir gwezh ar sizhun evit an abadenn 'Vimp ket gwerzhet. Goût a ra ivez reiñ deomp da glevet, an tadoù kozh faro, ar mammoù ekolo, ar vugale dirollo, ha sonerezh elektro.

Jongliñ gant an implijoù amzer, ar bruderezh, ar c’henlabourerien, an abadennoù a youl vat, ar skoazellerien, ur c’hoari aes evit hor renerez!

Laëtitia Fitamant

Klevet a rit mouezh flour Laëtitia dibaoe pell bremañ. Goût a ra deus pep tra, animañ, mont war an dachenn, fardañ kronikoù dibar, kinnig ar c’heleier... Arbennig eo gant Internet, furchal a ra a-gleiz hag a-zehoù a benn diskoachañ keleier diroll ar bed o treiñ. Tro ‘po da glevout anezhi div wezh ar sizhun o luskañ an abadenn 'Vimp ket gwerzhet. Pe dizoloiñ a bep seurt dre hec’h abadennoù An diskouarn o nijal a blij atav d’ar publik. Ha neuze, petra a vez lâret? Trugarez!

Gael Hélary

Ne vez ket klevet war ar gwagennoù… Labourat a ra kuzh ha didrouz med a-drugarez dezhañ 'vez sonerezh dispar hag a bep seurt: kelc'hgeriadur ar radio an hini eo, souezhet bras 'vezomp bemdez gantañ… Lâret a raio deoc'h n'eo ket aes plijout d'an holl gant ar sonerezh ho peus dibabet . Hemañ a garfe a-walc'h chom eurvezhioù-pad o tibab sonerezh, trankil en e gorn mes atav 'vez galvet ar paourkaezh evit a bep seurt abegoù:
- Gael, an teknik a ya a-dreuz !
- Gael, sac'het eo ma urzhiataer!
- Gael, n'ouzon ket ober…
Setu hep hon teknikour muiañ karet, Radio Kerne ebet!

Gael Morin

Ur sapre kirriegezh ‘neus Gael er radio: dihuniñ ar selaouerien bep mintin o kinnig an abadenn Tal ar c’hafe. Bep sizun e kas da benn ur magazin keleier, An diskouarn o nijal.

Arbennig eo Gael war sonerezh Breizh. Arzourien: ma ‘peus c’hoant bezañ interviewet war ho labour, kit en darempred gantañ!  Fardañ a ra Gael ur gronikenn sinema da henchañ ac’hanoc’h bep sizhun e donder  ar salioù du. E ya! Liesseurt eo e labour ha na lârit ket d'an holl met klevit mat : an eil koshañ en ti eo : aet eo en tu all da dregont!

Tangi Merrien

Bemdez e vez Tangi o redek war hentoù bro Gerne evit enrollañ ar re a gas nevezenti er vro. Fardañ a ra Keleier ar vro gant skipailh kazetennerien Brudañ ha Skignañ. Aktour eo ar paotr yaouank, barrek da c'hoari gant e vouezh en un doare digredus. An hini gwellañ oa neuze paotr e vil mouezh evit kinnig Deomp dezhi asambles gant Lou.



     
     
     
     
  Playlist
Selaouit war-eeun
Dielloù
Podcastoù
 
     
     
 

Piv omp-ni?
Ar skipailh
Ar gevredigezh
Skoazellourien
Liammoù

 
 
  Lec'hienn savet gant sikour Antourtan.org
 
     
 
Degemer // Krec'h // Pajenn a-raok // Liammoù // Skrivit dimp
Radio Kerne Ti an Dourigoù 57 straed Laenneg 29710 Ploneiz // 02 98 91 05 00
© www.radiokerne.com • 2005-2011
Pep gwir miret strizh Menegoù hervez lezenn
       
 
Bruderezh